Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —
ha ker pasifik hag hor c’hleze diveg. Nemet pa vez danjer e ranker kemer resolusionou bras. Setu perak, dirak hor c’houstians ha dirak ar re veo hag ar re varo, e
KONDAONOMP GWALARN DA ZISPARISA
Ra glevo an Arvor !
An Difazier, d’ar barz-korner.
Sonit evit ma glevo an Arvor.
Ar barz-korner a c’houez en e gorn-boud.
An Drouiz Meur
Ra glevo an Argoat !
An Difazier, d’ar barz-korner.
Sonit ! (Eun taol korn-boud.)
An Drouiz Meur
Ra glevo Bro-Geumri ! (Ar barz-korner a son.)
An Difazier
Krenvoc’hik ! Bro-Geumri a zo en tu-all d’ar mor.
Ar barz-korner a sent.
An Drouiz Meur
Ra glevo Iwerzon.
Ar barz-korner a son.