Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —
An Drouiz Meur, ankeniet.
Ne teu ket c’hoaz an hanter all ?
An Drouiz-Kuzulier
Ne welan den war an hent, Drouiz Meur !
An Drouiz Meur
Sellet mat oc’h eus ?
An Drouiz-Kuzulier, o sellout adarre.
Eur paotr-saout hag eur vioc’h a dreuz breman an hent.
An Drouiz Meur, d’ar barz nevez
Pe ano oc’h eus ?…
Ar Barz Nevez
Jean-Louis…
An Drouiz Meur, gant mall.
Hoc’h hano bardik ?
Ar Barz Nevez
Ab-Domen.
An Drouiz Meur
Ab-Domen… Eun hano nerzus, evel just. Ha setu