Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

gann telenn Marzin, deuet d’o zihuna. O daou o deus yudet dezo : War-Zao !

Hag hon tadou koz, va breudeur kêr, o deus kuiteat o bez evit peder eur war ’n ugent, hag a zo dic’halloupet dre ar gamboulennou sioul, war-lerc’h a barz brudet hag ar roue glorius, bet kousket pell-amzer, ha dihunet evit savetei ac’hanomp. Aze emaint en-dro d’eomp, dirazomp hag adrenv ; ha ma ne glevomp ket anezo o strakal o daouarn eo abalamour emaint e rouantelez didrouz an Anaon.

Ah ! hag a nevez war c’horre ? va breudeur kêr.

Abafet e choman abaoue eun abadenn. Eun darvoud epouvantabl a zo tost, hag er bobl a-bez, den ne ra seurd evid ampech ar maleur-ze da goueza