Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/47

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

a-bik war e benn. Selaou a ra sotoniou abostoled maboul a zired a-builh, a bell, da abuzi anezan gant abuzetez, da vouzara anezan, a-berz an diaoul, gant eur brezoneg abominabl. Sklear eo ho tever breton, sklearoc‘h eget sklerijenn an deiz pa vez an deiz ar skleara : labourat start a zo ret. Setu perak en em gavomp reuniset hirio war al lanenn vras, dindan ar wezenn dero goz.

Lavaret eo bet d’eoc’h, meur a wech, eo ar Brezoneg hag ar Feiz, breur ha c’hoar e Breiz. Ar Feiz ne varvo ket ; he breur ne raio ket kennebeut. Hogen, pell ’zo e vije bet rinset panevet ar varzed — tout an dud a oar an dra-ze. Ha barzed a zo bet ha barzed a vezo keit ha ma ziwano gwez-dero en hor c’hoajou, brug war hor meneziou, brulu er waremm, lann alaouret el lanenn, laboused er garz, Bretoned e Breiz-Izel ha mor bras en-dro d’ezi. Ne varvo ket ar brezoneg. Mes, avanset kaer d‘ar brezoneg chom beo, ha beva kantvejou, evel ar sedred hag an olived, ma vez mac'hagnet, tennet outan e voueden, dizeriet war e dreid, treuteat evel an Ankou, hag eur spont da welout ? Ar c’hlanvour kondaonet d’ar maro eo koulz d’ezan mervel. Tristoc’h, eget mervel, euzusoc’h, mezusoc’h, spontusoc’h, glac’harusoc`h. strafufuilhulusoc’h doare, va breudeur kêr !… Evit dont a-benn eus relijion ar baganed, ar zent, — tud fin ma zo bet — a gemeras an templou, hag ar bobl a gontinuas da adori an Aotrou Doue eleac’h ma veze adoret an diaoul. Evit beza sklearoc’h, kemeromp eur barabolenn : Ar brezoneg a vezo... a zo eur wezenn