- Itronezed,
- Dimezelled.
- Aotronez,
- Kenvroiz kêr,
- Aotronez,
- Dimezelled.
- Itronezed,
Diou pe deier gomz seulamant.
Ar c’horn-boud en deus boudet. Boudet en deus evit gervel ar Vretoned d’ar Gorsedd Santel. Klevet eo bet e vouez en Argoat hag en Armor ; hag eus pep kanton, eus pep parrezig, eus pep kear, eus ar meneziou, eus an draoniennou, a dost hag a bell, war droad ha war vilo, dre tommder ha poucher, dre duchennou start ha diskennou danjerus, dre an hentchou ledan hag ar riboulou striz : an holl Vretoned, bras ha bihan, yaouank ha koz, paotred gant o dousik koant, merc'hed gant o muia-karet, eur bod-brug war boulouzenn an tog, ha war berlez ar breuched eur boked-lann alaouret, en eur selaou kana eostiged ar garantez ; ar re eeun, ar re gamm, ar re gofek, ar re dreut, ar re a zoug bragez hag ar re a zoug broz, a zo diredet, a vandennadou, d'ar Gorsedd-Digor, gant joa. (Stlakadeg-daouarn ; ar barz-diouganer a gendalc’h, imor ennañ.) Hag hon tadou koz, o klevout rodou ar gweturiou o strakal war vein an hentchou, hon tadou koz, a lavaran d’eoc‘h, o deus goulennet an eil digant egile : Hag a nevez war c’horre ? Ha gwelet o deus, just neuze, en o bez tenval, luc’hedenn dir kleze Arzur, gwisket gantan e armur lugernus, ha klevet klem-