Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —
An Drouiz Meur
Ha breman, barz-korner, sonit. (Ar barz-korner a son.) Sonit teier gwech. (Ar barz-korner a son diou wech all). Ha breman, va breudeur kêr, ar Gorsedd-Digor particuliar a zo digor bras. Barz Diouganer, pignit war an dolmen. (Ar barz diouganer a bign war an daol-vaen.)
Kor ar Raned
Râââââââ…
Ar Barz Diouganer
Hag ar raned, Drouiz Meur ?
Kor ar Raned
Râââ…
An Drouiz Meur
Ar raned a selaouo evel an dud.
Kor ar Raned, krenn
Râ !