Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —
Soaz

Gwerc’hez Vari ! ar re-se a rank beza beleien. (An holl a denn o zog nemet eur c’houer.)

Eur Barz, d’ar c’houer

Tenn da dog ’ta. (Anavezout a ra ar c’houer.) Tiens, c’est toi ? Ça gaze ?

Ar C’houer

Mat tre, ha c‘houi ?

Ar Barz

Comme tu vois. Ça fait longtemps qu’on ne s’est pas vu, hein ? Depuis les attaques de Champagne…

Ar C’houer

Ya. Pe seurd micher a rit bremañ ?

Ar Barz

Toujours le même. Pourquoi ?

Ar C’houer

Netra. Ouz gwelout... (Ar barz a dro kein.)

Ar Barz

Lavaromp ivez eun De Profundis…

(Eur pennad.)