Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —
An Drouiz Meur

N’o deus ket respetet zoken ho sae wenn ? Ma ! pa ne tav ket ar raned… ne talvez ket ar boan chom da foueta an dour ! Livirit dezo dont en-dro.

Holl

Hep ! Hep !! deuit en-dro !

An Drouiz Meur

N’eus listenn ebet ken ? Me a gave d’in e oa muioc’h a ziskibien beo… Ha c’hoaz ma gendalc’hint holl gant o vokasion. (Skourjezerien an dour a zo dizroet d’al lid.) Lavaromp breman eun De Profundis kalonek evit an Drouized, evit ar varzed, evit an Ovizien, evit an diskibien marvet pe da vervel er bloaz-man.

Holl, o santout uz d’ezo askell an Ankou

Brrr !…