Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


An Drouiz Meur, herr

Ar raned, ar raned !…

Çab-Arde, o tont eus al lagenn :

Drouiz Meur, ne c’heller ket dont a-benn eus ar raned. Kounaret int.

Kor ar Raned

Râââ… rââââ… râââââââââ… râââââ…

An Drouiz Meur, kounaret ivez :

Grit dezo ober peoc’h, pe na lezit ket unan beo ; klevet ac’h eus, Çab-Arde ?

Çab-Arde, o vont en dro :

Ya ! Drouiz Meur.

An Ovad, o vont en-dro :

Drouiz Meur, ovat sentus oun. nemet ar raned ne jomont ket dindan ar vaz, ha skuiz-maro omp. (An Drouized a sell ouz an ovad gant sellou kazus).

An Drouiz Meur

Ab-Ominable, it d’al lagenn endro. (An ovad a sent).

Ab-Rasdhomme, o tistrei eus al lagenn.

Nul omp.