Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Yann
Ha pe seurd gouel ?…
Jakez
Ha pe seurd gouel?… (Nec’het e chomont o daou, Yann ha Jakez).
Yann
Lavaret a zo bet d’in ; hogen, disonjet em eus… Eur gouel santel pe eun dra bennak evelse… Drouized… barzed… ov… ovizien, diskibien, ha petra c’hoaz ?…
Soaz
Ovi… zien ?…
Yann
Ret eo kaout deskadurez vras evit gouzout petra eo ar ger ovizien.
Soaz
O ! neuze, me…
Yann
Goulenn a rin… Eun istor eus an amzer goz, goz… (Eun taol biniou war an tu dehou, pell). Selaouit ’ta. Eun taol biniou !