Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


Jakez

Eun dolmen ?

Yann

Ya ! eun dolmen.

Jakez

Gwelout a ran stumm eun daol ; hogen mein ne welan ket.

Eur Vaouez a dremen.

Oc’h ober eun diskuiz, goazed ?

Yann

Ya, ya, Soaz. Ha c‘houi a zo o vont d‘ar bourk ?

Soaz

Ya ! d’ar bourk emaoun o vont. Hogan. klevet em eus a-hed an hent, e vezo amañ, en abardaez-mañ, eur gouel kaer meurbet ?

Jakez

Gouel bras a vezo bremaik.

Soaz

Ha pe seurd gouel e vezo ?