Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —
Yann
Drouized em eus lavaret d’it.
Jakez
Drouized ?
Yann
Ya ! drouized. N’ouzon ket hirroc’h.
Jakez
Klevet em eus e teuint war lost o roched. Ha gwir eo ?
Yann
War o sae wenn a vefe gwiroc’h.
Jakez
E-giz beleien, neuze ?
Yann
Beleien int m’oarvet.
Jakez
Ha pe seurd ano a reer ouz ar bern paper-mañ ?
Yann
Eun dolmen.