Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

daolig c’hoaz : eur boentenn pe ziou. hag emañ al labour peurlipet ha kempenn.

Jakez

Eun devez kaer o devo evit o fardon.

Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ…

Yann

Eun devez kaer meurbet. An heol a zo tomm ; re domm zokenn evit an dud a labour gant o c’horf. Disheoliet e vezint gant deliou ur wezenn-mañ. Gouzout a reont pelec‘h e vez kavet distan.

(Ehan a reont labourat ; sellout a reont ouz an daol-vaen).

Yann

Kredi a ra d’in eo echu.

Jakez

Livet mat eo… Tenna ’ra da vein rouz.

Yann

Da vein Lokorn zoken.

Jakez

Piou eta a zeuio amañ bremaik ?