Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
GORSEDD-DIGOR
_______________________________
Eun derwenn goz. Ar skourrou a zisheolio leurenn ar c’hoarilec’h. Daou vicherour o peurgempenn eun daol-vaen hag o tresa eur skabel adreñv.
Pelloc’h, parkeier, daoliou-vaen ha mein-hir, du-mañ du-hont…
Staget ouz an daol-vaen, eur skritell skrivet warnañ : Atansion a la pintur.
Amzer gaer.
Kor ar Raned, en tu kleiz.
Râââ… râââ… râââ… râââ… râââ…
Jakez
Hastomp afo, Yann. Pelloc’h e teuint.
Yann
Echu eo, Jakez. Ar wech kenta eo d’in pleustri gant ar seurd labour. Barrek omp. Daou pe dri