Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Jakez
Emaint o tont !
Yann, da Soaz.
’Benn an noz, goude koan, ez aimp d’ho ti da zisplega d’eoc‘h an istor-se, evit bep a vanne gwin ruz war ho koust. Ma n’eus ket re a brez warnoc’h e c’hellfec’h dalea amañ eur pennadig…
Jakez
Talvezout a ra ar boan gwelout.
Soaz
Neuze e choman… Koulskoude em boa c‘hoant beza abred er gêr.
Tud, o hopal, pell.
Hep ! hep !
Jakez
Sell ! emaint degouezet er c’horn-tro.
An Dud
Echu eo ?
Yann, a-bouez-penn.
Deuit ! echu eo.
Jakez, a bouez-penn.
Echu eo.