Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Dogan.djvu/25

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

o lerh em eus redet, en eur zoñjal e vijent chomet a-zav en eun tu bennag, tost da Roazon. N’o-deus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvad, e tleont beza pell.

JEREMI

Pe hent o-deus kemeret ?

N° 50

Hent Sant-Malo.

JEREMI

A, ya ?

(An N° 9 o tond)

N° 9

Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen... Tri den : unan braz, unan bihan hag unan etre daou. An hini braz, braz evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmouz evid pignad war gein an hini braz ha lammad a-dreñv ar monumant ha lakaad an tan e poultr. An hini etre daou a oa evid ober ar ged.

JEREMI

Gwelet mad hoh-eus anezo ?

N° 9

Ha klevet ar pez a lavarent.

JEREMI

Ha petra a lavarent, an eil d’egile ?

N° 9

An hini braz a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklêr an dour evid chom e Roazon.

JEREMI

Pesketourien int neuze !

23