Marteze pesketourien ha kazi zur pesketourien « en eau trouble » da lavared eo an dorfetourien, ha « gwall sklêr an dour » a zo geriou troet evid lavared : gwall zañjeruz ar pavez evid chom e Roazon.
(An N° 13 o tond).
Aotrou Komiser, pevar den am-eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vad. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’hwi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa.
Ya ! Ya ! gweled a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oh ket souezet eo bet diskaret ar monumant gand kement a dud e kement korn euz kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet greet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raog an deiz. N’int ket moarvad paotred dispont ha dond a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du... Gwenn ha Du a zo da gavoud. (D’ar polis). Chomit eun hanter ahanoh war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennag anezañ ; an hanter all a stanko an hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alïez da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait dezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou dezañ en eur hoarzin pe zoken gand eur mousc’hoarz, an ereou dezañ ; d’an neb a glasko kuitaad Roazon, pres warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kweled, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gand ma vo ereet an torfetour gwir ! Gwenn ha Du a zo da gavoud. Kleved a rit ! Ahe ! prim ahann ha pep hini en e blas, ha degasit din eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en-do keuz moar-vad. (Ar polis en em denn). Pa zoñjan e paro bremaig an heol war blasenn an ti-kêr... Ha pa zoñjan e paro an heol-ze e leh all ivez... (Selled a ra ouz an deiziadur a