Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Dogan.djvu/24

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
LAOU

Mond a ran ivez. (Mond a reont).

JEREMI

Polis an diaoul ! (Eur polis o tond trumm)

N° 22

Aotrou Komiser, gwelet em-eus eur wetur-dre-tan, tiz braz warni, o vond war hent Redon. An torfedour a zo e-barz.

JEREMI

Eñ e-unan en-deus roet dit da houzoud e oa e-barz ?

N° 22

E gwirionez, n’em-eus ket gouezet, nemed sur on, hervez tiz ar wetur.

(An N° 6 o tond)

N° 6

Aotrou Komiser, eun den en-deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennag.

JEREMI

Petra ’zouge ?

N° 6

N’ouzon ket. Marteze, avad, e oa eun dra dañjeruz hag an den a hell beza an torfetour. Rag, da genta e jilgamme, kerkent, avad, m’en-deus gwelet ahanon, en-deus trohet kuit, ha, pa oa eet a-ziwar weled, ne jilgamme mui.

N° 50

Aotrou Komiser, daou zen o-deus treuzet, bremaig, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna... Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez araog... Nann, ar hontrol a fell din lavared. Chouket e oant o-daou gand aon da veza anavezet. Eun trouz spontuz a ree ar vilo-tan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War

22