leinou, ha, beb ar mare, eun trouz skiltr, drask, torr, reg ha kren-douar.
Ar manac’h a jome da bedi, hep silaou yud an arne, hep santout ar glao a deuas da goueza evel dour stivell.
— Va zad, va gervel ’ec’h eus ?... Klevet em eus da vouez hag hanoiou va breudeur. Gouzout a rez ez int eat d’an emgann.
Ar manac’h ne eilgerias ket anezan.
— Va zad, a gendalc’has an diskibl youank, perak e oas o c’hervel bremaĩk ?... Daoust hag eo paret dirazout skeud hon emgannerien ?...
An diskibl a oa tostaet.
Brec’hillien a zistroas hag a zavas krenn.
— Urien, a-berz piou out deuet aman ?... Skuiz out o pedi, pe dinerzet eo da ziouverc’h ha kignet da zaoulin ?...
— Kredi a rean ez poa ezomm eus aked unan ac’hanomp, ha, pegwir ez eo eat ar re all...
— N'eo ket en hon c’henver-ni e tleomp beza aketus : ar vro eo an hini he deus ezomm eus hor fedennou. Pedomp ! pedomp !... Bec’h a zo bet hirio, gouzout a ran. Mes n’eo ket gant ar c’hlezeier e ve gounezet en trec’h, en eur bedi ne lavaran ket... Gwelet em eus gwechall burzudou dispar : ar Vretoned, a oa kalz muioc’h anezo, o arsaillha gant kalon war an enebourien, o skei gant fulor an anevaled gouez... Pa baras al loar war an dachenn euzus, eun den hepken, ha mougnet, en e zav e-touez ar re varo, a zelle skeulfet, hag a zrailhe e vuzellou gant egar, o silaou ’barz c’houez an avel kan orged ha banvez. Hor brezellerien, tud kadarn ma zo bet, daoust d’ezo beza niverusoc’h, drailhet beteg an diveza hini !... Va dourn dehou a zo chomed eno da vreina... N’eo ket ar c’hlezeier a dalv... Red eo pedi evit dizrei diouz hon gouenn he Tonkadur garo... Kerz, va mab !...
An arne a bellae, hag eur skleur a darzas en Nenvou.
Edo Urien o paouez e guitaat, pa glevas Brec’hillien eur redadenn a-dreuz ar strouez :
— Eun houc’h-gouez spontet bennak, kouezet eur wezenn talmet war e gein... Ouspenn aman emaint...
Tostaat a ree an trouz... Klemmou a zavo, malloziou ha yud.
N’eo ket moc’h-gouez e oant, na kennebeut loened all... O dismegans ! brezellerien Breiz o tec’het diouz an emgann !
Brec’hillien, ar manac’h koz, a zourennas e zaoulagad gant ar fulor hag ar vez. Kredi a ree edo e galon o vont da vouga gant ar gwad hag e benn da darza.
— Tec’het a rit, emezan ; gwell eo tec’het eget mervel... Ouspenn en eun emgann oun bet... gwelet em eus izili ar Vretoned o koueza a-dammou. Ar re-ze ne ouient ket petra eo kila. Ar vuhez he deus talvoudegez. Tec’hit. E dounder eur gamboullenn