a zave, d’ar mare-ze eus an deiz, diouz e galon o wada. Lugerni ha dourenni a ree daoulagad ar manac’h, hag e vleo gwenn, kurunennet e benn ganto ha livet aour gant bannou diveza ar c’huz-heol, a goueze dispaket war e ziouskoaz : tad glac’haret, tad ankeniet o pedi evit e vibien.
Krena a ree e ziouvrec’h dinerz, met, pa stouent, e vijent kerkent, en desped da hop ar c’hig, astennet e kroaz gant eur galloud hag eun hernez gouez.
Dre ma tostae an noz, e kreske ar gouyonder dindan skourrou ar gwez. Ar skourrou uhela a finvas adarre o deliou… An traou n’o doa mui skeud ebet, ha liou ebet bolz an nenv.
Hag ar manac’h, e ziouverc’h astennet, a bede evit e vro hag e vreudeur, diloc’h, sounn evel eun delwenn.
Hurusadenn ar gwez a davas… Mann ne ree trouz… Ar Grouadelez he doa tavet he mouez gant doujans, o c’hortoz eur burzud bras bennak.
— Hena !…
An hekleo ne yeas ket pell da vouga.
— Felenn !…
Nemet ar memes hekleo, mann ne dregernas er c’hoad.
— Liwarc’h !…
Brec’hillien, ar manac’h koz, a hope evit an drede gwech evit gervel e ziskibien.
— Gwaz d’ar Zaozon ! eme ar manac’h gant lorc’h. Hena, Felenn, Liwarc’h, n'eo ket deuet o anaon beteg ennon. Beo int, ha, ma ’z int beo, ema an trec’h, an tu ganto… Breiz, lavar d’az mibien, d’ar re vougn, d’ar re vac’hagnet, d’ar re goz ha d’ar gwragez, o deus douaret war glannou all gant heug ouz ar mac’her, e c’hellont adtreuzi an douriou… Dishual out evel kent ; war lein hor meneziou, hor gitoun gwenn a hijo adarre, da bevar c’horn ar vro, hon aerouant ruz…
Tavet ’oa.
An deiz a bellae, hag e skleur ar zerr-noz, ar manac’h-tasmant a denvalae ivez, evel eur C’hrist o pedi evit ar re a skoaz war an tachou.
Eur boutad avel arne a yeas dre ar gwez, ken a strakas ar c’hoad penn-da-benn. Pep tra a deuas adarre da veza sioul meurbed, ken a gleved an deliou distaget o koueza war an douar.
An diveza takad moug a varvas er c’hornog.
D’an hanter-noz e tassonas ar c’hoad gant eun hekleo skiltr… Ar gurun… Tropelladoù koumoul a zirede diouz an dremmwell o taoulammet, bern war vern, buntet gant nerz an aveliou foll…
An arne a dostae… Eun talm kurun a zrailhas an oabl…
Ar gwez hijet, dihijet, gwariet, a c’houibane, a c’harme o