Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Brec hilllien.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


BREC’HILLIEN PE AR « MANAC’H MOUGN »
————


An amzer a oa bet tomm-ru…

Heol bero mezeven a baras a-hed an deiz war an douar frailhet ; ha, d’an abardaez, dindan ar gwez uhel o deliou difinv, an houc’h-gouez, gourvezet e-touez an drez hag ar spern, e fronellou digor frank hag o c’houesaat gant trouz, a vorede, e valvennou hanter-zerret, e vin astennet, o klask war al leton deltoni ha glebor.

Pa dostaas an heol ouz an dremwel, skedus gant an aour hag al limestr − liou ar gwad − eun tammig mouestad a dremenas dre ar c’hoajou ; eun hurusadenn a vouskanas e skourrou al leinou.

Eur gredienn a levenez a yeas penn-da-benn da gein an houc’h-gouez o tihuni. Sevel a reas e benn, hag e zaoulagad a jomas sebezet o gwelet dirazan hirraet skeud an dervenned.

An abardaez a denvalae, bep eun tammig, goustadik, dindan an dervenned stank.

Ar manac’h koz, war benn e zaoulin dirak ginou e geo, a oa o pedi evit e vreudeur, e ziouvrec’h astennet d’an daou du ken a grenent gant ar skuizder.

Ginou ar manac’h a jome digor ha mud, met e zaoulagad a skeudenne, enno tan limestr ar c’huz-heol, a bare, daou gef-tan, etrezek an dounderiou moug. Gant pedenn ebet ne finve e vuzellou, met ouz gwelet kig e zremm stennet gant an anken hag ar strafuilh, e oa eas gouzout pegen dispar e oa ar bedenn