Pajenn:Riou - Brec hilllien.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

bennak, e-lec’h na bar na heol na loar, it da guzat gant ar vez… Met e-barz an tenvala toull a gavfot, e welfot, eun devez, ar Zaozon war an treujou, rak, m’en tou, den ne vevo, mar jom beo ar mac’her.

E gomzou a dassone evel talmou kurun.

Ar vrezellerien a jomas eur pennad dilavar gant ar souez.

— Brec’hillien, manac’h santel, a lavaras unan anezo, prim eo bet da deod. O redek emaomp, met ne dec’homp ket gant ar spont. Gwelet ec’h eus hon tadou o vervel war an dalbenn. Unanet int, tadou ha mibien. Eul lac’hadeg euzus a zo bet : ne jom nemedomp.

Eul luc’hadenn a doullas an noz hag ar manac’h a welas e oant ruz gant o gwad.

— Gwell eo ganeomp tec’het war-du an douarou : da netra e vije talvezet hor maro. Met diwanagi ne reomp ket. Mont a rimp, uhel hon fenn, da bevar c’horn ar vro, da c’houeza an droukrans hag an nerz e kalon an diveza Bretoned.

— Kerzit ! a lavaras d’ezo Brec’hillien. Ra vezo benniget ho labour !

Hag ar manac’h, hep diwanagi ouz dasorc’hidigez Breiz a adgouezas d’an daoulin, gwasket gant ar rann-galon. Pedi a ree evit tec’h ar Vretoned.