Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
4
BARZHONEGOU

ar yezh ha drantiz an divizoù eget evit ar gened lennegel. Savetaet e voe ar skrivagner yaouank gant Gwalarn, ha reiñ a reas neuze d’e vro an heuliad danevelloù a ra ul lodenn vat eus ar vrud : Geotenn ar Werc’hez. Ur perzh boutin kenetrezo o deus an holl danevelloù-se : diskouez a reont tud o c’hwitañ, tud trec’het. Trec’het gant ar bizhoni e Geotenn ar Werc’hez, gant gwiblennerezh ar merc’hed e Mona, gant ar c’hleñved e Gouel ar Sakramant, gant an dereadegezh en Anna Tregidi, pe gant c'hoarzh an tonkadur hepken en Ur Barr-Avel pe Ar Goulenn. Diskouez a reont ivez tud klañv, pe o skevent, pe o spered : hag eus an holl dud klañv-se n’eus nemet an inosanted hag a oar stourm, ha pa skoont e skoont taol an tonkadur.

Ma oa Jakez Riou ur gwir varzh, ha m’az eus barzhoniezh e pep unan eus e skridoù, ne savas ket koulskoude kalz barzhonegoù. Kinnig a reomp amañ d’al lenner kement barzhoneg a zo chomet diwar e zorn — nemet e skridoù yaouankiz, na fellas dezhañ biskoazh o lakaat moulañ, pe skridoù an « Union Agricole », a zo gwelloc’h o disoñjal. Tener e vez e varzhonegoù, bresk evel ar balafenned a ganont, hag intret, evel an danevelloù, gant ur meizadur du ha dic’hoanag eus ar bed.

An dro all eus spered Jakez Riou en em ziskouez en e bezhioù-c’hoari. Gorsedd Digor ha Dogan a vezo atav un andon a c’hoarzh evit kement den a gas ar fentigell. Ha, padal, n’eo ket fentigell hepken a zo enno : da nebeutañ skoazellañ stourm ar vroadelourien a-enep d'ar rannvroelerien hag an eil da dalvezout d’ar polis an trubuilh o doa roet d’an oberour da vare tarzhadeg Roazhon. Anatoc’h eo c’hoazh talvoudegezh parfet-meurbet e fentigellerezh en e oberenn vras all ; Nomenoe-Oe ! Un tammig frealz a c’helle reiñ honnezh d’e vignoned eus Breiz Atao : en amzer dieubidigezh Vreizh, d'ar mare ma c’houneze Nomenoe an trec’h a zlee diazezañ frankiz ar vro evit meur a gantved, ne oa bet nemet ur foeter-hent evit anavezout an trec’hour, ha nemet peorien ha livastred evit mont da stourm a-du gantañ.

Ken dre he stumm, ken dre he danvez, ez eo bet oberenn Jakez Riou un oberenn vroadel. Evit e vro eo en deus savet e zanevelloù, evel barzh foeter-hent Nomenoe-Oe ! e werzioù. Evit an emsav broadel eo en deus savet e bezhioù-c'hoari. Hag e holl skridoù, pa c’hellont ober kement enor da Vreizh dirak ar bed, a ziskouez, ur wech muioc’h, na c'hell bezañ a yec’hed evit hol lennegezh, evel evit Breizh a-bezh, nemet er vroadelouriezh.

Per DENEZ.