Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


HEOL


Heol

Heolioù

War an houlioù

a goroll

Afoù skedus ar mintin
d’an aod ha d’ar wagenn
Ur c’han a drid er sklerijenn,
sklintin,
hag a varv dre ma tec’h e kanenn ar wagenn

Hag ouzh hec’h askre noazh gant an heol kenedet evel an ed azo,
ouzh he muzelloù o c’hervel afoù harluet,
ouzh kevrin he daoulagad du lufrus e giz ar glizh
doueez dianav, gweledigezh ar Gened,
tarzhet e bro ar sklerijenn
e taskrenas ene va yaouankiz
Ha gant he zreid difiñv e keje flourik al lano.


E sioulded an iliz dindan afoù ruz gwad an heol
silet a-dreuz sae limestra ar C’hrist ar goursao direol
Azeulidigezh ar glin kinnig an dorn — an daou zorn o kinnig o c’hren
Karantez ar vuzell — an div vuzell distardet o c’hervel