Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



JAKEZ RIOU


Jakez Riou a zo bet ganet e 1899 e Lotei, ur barrezig a vro-Gernev souchet etre ar c’hrec’hiennoù hag ar stêr Aon. Eno, e bro an torgennoù serz hag ar mengleuzioù maen-to, e tremenas e yaouankiz. Da zaouzek vloaz, war guzul un tad bennak, e voe kaset d’ar c’hloerdi savet en Ondarribia, Euzkadi, gant an tadoù a Bikpus repuet eno eus Gwened. C’hwec’h vloaz goude e kuitae ar Guipuzkoa glazvezek evit torgennoù krin Miranda ha, diwezhatoc’h. San Miguel del Monte, e Bro-Spagn. E 1918 e tistroe Jakez Riou da Vreizh evit bezañ soudard. : un den kreñv a oa anezhañ neuze, met koll a reas e yec’hed e servij an arme gall. E 1921, goude bezañ bet e meur a lec’h evel soudard hag en ospital-arme Pariz evel klañvour, e teue en-dro da vro-Gernev da ziskuizhañ.

En hevelep bloavezh, hag eñ o labourat e Roazhon, e rae anaoudegezh gant renerien Breiz Atao : eus o mignoned e voe diouzhtu, ha broadelour taer e chomas betek fin e vuhez. Ne voe ket pell o vevañ er gêrbenn avat : skolaer pe evezhier libr e teuas da vezañ neuze, hag e meur a lec’h e labouras. E 1928 e kemeras ar vicher kazetennour e Brest. E 1930 e timezas. Mervel a eure gant an droug-skevent e 1937, er vro glas a zo hanter-hent etre Roazhon hag an Naoned, e Kastellvrien.

E yaouankiz e Lotei hag en Euzkadi a verk don oberenn Jakez Riou. Eus Lotei en deus miret Jakez Riou karantez an natur — ar girzhier leun a vleunioù, an dour o lammat war bili bihan etre div vriell c’hlas — ha, stag ouzh ar garantez-se, ul levenez yac’h a darzh e lod eus e oberennoù. Eus Euzkadi en deus miret un hirnezh don, hag a oa bet da gentañ droug-ar-vro hepken, met a zeuas da vezañ, diwezhatoc’h, gant diskar e yec’hed, gwir zic’hoanag. An daou berzh-se eus e spered — levenez ha dizesper — frouezh e vloavezhioù yaouankiz, a sked, hogos atav kemmesket, en e holl oberenn. Pa varvas e oa krog da lakaat da dalvezout, evit al lennegezh, ur maread all eus e vuhez — maread e vicher kazetenner : met an ankou ne lezas ket an amzer gantañ.

Kregiñ a reas Jakez Riou da skrivañ brezhoneg e « Courrier du Finistère » hag en « Union Agricole ». An oberennoù savet gantañ neuze ne dalvezont ket kalz tra - an hini wellañ anezho a zo An Ti Satannet, a vo lennet muioc’h evit bevder