Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
13
BARZHONEGOU

Gwelout a reomp o tigeriñ
an deiz kentañ eus ar bloaz ;
ne vezo mui na doan nag anoaz,
nemet levenez en hon ti.

Pa vezimp degouezhet, simidi doueel,
war run an heol,
e vezo enaouet e pep tu d’hon aoter, evit hor gouel,
ar steredegoù holl.
Enaouet e vezo ar steredegoù
en Iliz divolz ha dic’hourin,
ha Mab Doue E-unan a responto d’ar gorreoù,
hon oferenn anterin.

Tad,
setu ho kig, setu ho kwad.

Hag endra ma vezimp degemeret e-metou ar C’hoskor,
eus run an heol e savo ar bangor :

Hiziv emañ an deiz kentañ eus ar bloaz mat,
derou hor yaouankiz divarvel.
Ne vezo nag anken na kalonad
en Tad, er Mab, hag er Spered Santel.