Dezhañ e taskorimp hor c’horf hag hon ene,
da vare an hinon.
Introibo. Ret eo lidañ hon oferenn douarel
dindan doare an estrenvan,
hep skor na skoazell,
hon-unan, hon-unan.
Hag e rank pep oferenner kenderc’hel gant e oferenn,
direspont e bedennoù,
kerzhout en amzivin, dalc’het war e gomzoù,
aon gantañ lavarout un oferenn wenn ;
dre groazhentoù dic’houloù morzañ hep astal,
renet gant an Tonkadur,
anken evit hor mezur,
a-hed hon hent, war-du ar pal.
Ha bemdez e tostaomp, ha diri ha diri,
e pignomp d’an aoter savet e diwezh hon hentad,
pirc’hirined sammet gant doan hag ambloari,
divi kent hor c’himiad.
Hag e sevenomp arnodenn an douar,
pirc’hirined dizesk,
divi hag ampalvar,
hon nerzh gourel aet da hesk ;
hag e pignomp divi ha blin,
strebot e kement lindag,
pistig e kement tag,
ha gloaz e kement atahin.
Bemdez avat, ha bemnoz e vezo distrujet
hor c’hozhni douarel hag al levezonoù aner,
hor yaouankiz hepken a vezo aotreet
da dostaat ouzh an aoter.
Bemdez e pellaomp diouzh traonienn ar gortoz,
war-du annez an hoal-vat ;
ha bemdez ha bemnoz
ez a hor yaouankiz war yaouankaat.
E-doug ma savont eus traonienn ar pened,
e pign da Zoue kan ar birc’hirined :
Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/14
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
12
BARZHONEGOU