Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
11
BARZHONEGOU


Ganet omp e traonienn an hirnez,
en noz ar bloaz ma kroge ar yenijenn galetañ ;
pred hor ginivelezh eo hor c’hozhni goshañ,
hag e c’hoañvomp o c’hortoz yaouankiz an amzer-nevez.

Douget omp bet d’an iliz,
dalc’het ouzh badez gant Ael ar Blanedenn,
ha fiziolet gant an Anken,
da zerou hor yaouankiz.
Skuilhet eo bet war hon tal dour ar C’hlanidigezh,
siellet hon ene gant ardamez roueel ;
galvet omp bet d’ar velegiezh
en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel.

Bugel sioc’han, en da gozhni ganet,
Kerzh war-du da yaouankiz tonket.

Henozh emañ pellgent ar c’halanna,
kalanna ar bloaz kristen ;
ra blijo gant Doue ho tiboaniañ
diouzh kalonad hag anken.

Diuzet omp bet a viskoazh da viken.
— Gwa ni ma vezemp bet dibarzhet en aner ! —
Kroaz hor Silvidigezh a zo roet dimp da zougen,
hag un oferenn da lavarout, — un oferenn bonner.

Introibo. Me a dostaio ouzh Doue, va levenez,
levenez va yaouankiz.
Ha n’eus den en iliz
da respont an oferenn nevez.
Ar gristenien diwezhañ, sevenet oferenn o fellgent,
an eil war-lerc’h egile, a zo aet gant o hent.
Hag an iliz a zo chomet goullo, goullo,
evel skiant ur c’hlañvour o tremen en alfo.

Ni a yelo davet Doue,
andon ar yaouankiz wirion ;