Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/16

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BALAFENN


Bemnoz,
kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou,
em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn,
hag e c’hoarie er sklerijenn,
bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù.

E sklerijenn o krenañ e krene an eskell,
ha bemnoz ha bemnoz,
e tenesae dibreder ouzh ar sklerijenn c’hell,
ar valafenn noz.

Hag e tegouezhas e-kerzh un noz
ma begas an tan e seiz an eskell kizidik.
Ouzh kalon ar sklerijenn e kouezhas ar valafennig,
ker buan hag an huñvreoù noz.

…Em noz dizarempred
ne gren mui eskell er sklerijenn ;
ar valafenn gloazet em eus lazhet,
hag ouzh ar speurenn em eus staget,
gant ur broud etre o eskell kloz,
siwazh din, an huñvreoù noz.