Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Me gave d’in e oa aet an diveza anezo da vro ar gozed. Ha te, Orvoen, petra zo digouezet ganit ’vit da lod ? Klaoustre ez eo bet staget da zeod ez kenou !

— N’ouzoun dare ; mes ar pez ’ ouzoun eo e astennis va skasou.

— N’ec’h eus ket he anavezet ?

— Nann !

— Hi eo !

Hi ! Ne lavaront ket muioc’h, mes kompren a reont eo Ludu an hini a zo kuzet e dounder an hent koz.

— N’eo ket arouez vat ! a lavar Dagorn.

War an aod, gwazed, merc’hed a c’harme, a bec’he, a valloze, a doue, a yude gwasoc’h eget bleizi, gwasoc’h eged ar mor hag an avel. Bugale zoken, uhel evel bodreou, a oa eno o teski o micher preizer.

Evel gand eun dalm gurun e tregernas an aod penn-de-benn. Eur youc’hadenn hirr, gouez, a zavas eus skevent pep den. Eun tenn kanol a yudas a-gevret an holl glannidi.

— Eul lestr ! eul lestr ! a yudas ar Mor-houc’h.

— Eun lestr o vont da goll ! a youc’has Dagorn.

Beza e oa en o mouez kasoni hag eul laouenidigez dispar.

Koleou spontet, an tan bras war o fenn, a zaoulamm war ar bili ha ’mesk ar sklosou. Gwinta a reont o fenn a-drenv, darc’haoui a reont o c’herniou ouz ar reier evit laza an tan a lak o empenn da virvi. Hag ar flamm a zav bepred muioc’h-mui. Blejal a reont gand ar gloaz ; daoulammat a reont fuloret, pennfollet, betek ma kouezont war eur sklosenn, o zeod hirr er-meaz o genou hag o divesker torret…

Mes war-lerc’h ar c’holeou a gouez, e teu dioc’htu re all, goulou all enaouet e beg o c’herniou ; tan hejet ha dihejet henvel ouz goulou eul lestr luskellet war eur mor digompez.

Eur pennad goude, eur furm veur, branskellet gant fulor an diroll, a darz, a dosta, a dosta evel eul luc’hedenn, buntet gant nerz trec’h ar warren.

Eur strakadenn efreizus !… Eur skrijadenn truezus ha hirr !… Arvest displeget buanoc’h evit ma c’heller e ijini.

E-kreiz krozoll dirollet ar mor, klemmou, skrijadennou, pedennou, malloziou ruz… ha youc’hadennou ha c’hoarzadeg a zav etrezeg an nenv.

Eul lestr toullgofet a zo staget ouz ar sklosou, evel skoulmet ouz skilfou ar reier, ha war ar ribl eur bobl a yud, a yud…

Ar forbaned a fellas d’ezo lammet evel bleizi war ar preiz-ze, digaset d’ezo gand ar mor ; mes ar mor fromus a vire da dostaat. Al lestr flastret, bruzunet, ar mor hen dalc’he gantan, evitan e-unan.

Den ne c’hellas tostaat.

Antronoz vintin, pa baras an heol war beg-douar Penmarc’h ha pa zihunas ar gear-veur, e oa reizet ar mor. Du-man, du-hont e chome war e gorre digompezik c’hoaz barrinier eon.

Dagorn hag ar Mor-houc’h a oa o hano e genou an holl, mes den ne ouie da belec’h e oant aet na pelec’h e oant chomet.