— An diveza chopinad da bep-hini eo. Deomp ’ta d’an aod, da c’hortoz e vezo digaset d’eomp adarre kement-all.
— Yec’hed da Zagorn ha da Zaelen ! a youc’has Orvoen, gant nerz e bemp vloaz warn-ugent. Emichans e vo kavet ’vid an eured hini kerkouls ha heman.
— Roet ’vo d’it, Orvoen, mes n’eo ket ar mare da ober goap.
— Droug a yafe e Daelen ma rafen goap ouzout… En eur werenn vras e vo roet d’eomp ?
— E skudell ar mor e vo kinniget d’it !
Hag int er-meaz. O botou pounner dindan o bale lopez[1] a stok herrek ouz mein an henchou doun. Evel tud mezo ez eant dre ar garnou[2] meinek ha tenval.
— Boulc’hurun ! a yudas Dagorn, me garfe tarzi, mar deo gwir eo heman eun hent a feson !… Henchou ’vid ar C’hornandoned hag ar Gwrac’hidi — ma ’zo bet outo eur wech bennak — ne lavaran ket.
— Bennoz d’an henchou-man, Dagorn ! a lavaras ar Mor-houc’h, pegwir eo abalamour d’ezo eo chomet didoull va ler betek-hen war va c’hein. Dre an henchou-man ne astenn ket ar maltouter e fri hag an tennou a ya dreuz.
Eur sklerijenn a darzas tost d’ezo.
— Sell, eme Dagorn, n’em oa ket a zonj. Aman ema ti mab an hini beuzet dek vloaz ’zo… Yann Kermeur, a fell d’in lavarout. Ne garan ket nemeur tremen e-biou d’ezan. Koulskoude n’eo ket me… Ar Zalaun… mes n’eus forz ; gand ar re all e oan, hag…
— Gwell a ze emaomp tri, a lavaras ar Mor-houc’h, en eur ziroll da c’hoarzin. Ha c’hoaz n’eo ket lavaret na zeuio ket eun tenn war hon lerc’h, ma ’z afe c’houez unan ac'hanomp betek toull e fronellou.
Int a daolas eur zell, en eur dremen, e diabarz ti mab Yann Kermeur dre ar prenestrig diwerenn. Eur c’hreuzeul tenval ha pikous a sklerijenne an diabarz anezan. Ne zeue mouez er-meaz anezan.
— M’en tou, a lavar ar Mor-houc’h, al loen ’zo aet war-benn hent da unan bennak ac’hanomp, rak n’eo ket ar breizerien livet eus ar brava gantan.
N’eo ket tremenet an ti ganto c’hoaz, pa ’z a eur gredienn dre enno o-zri. En he zav, harpet ouz an talbenn, eur furm zu, eur skeud a darz eus an denvalijenn, sioul, difinv. Furm eur vaouez a gred d’ezo… Mes ne welont nemet he daoulagad luc’hus o para warno evel daou gef-tan. Sellou ar skeud a ya dre o c’hig hag a drouc’h hag a zev. Kerzet a reont gand o hent, founnus ha dilavar hep dizrei o fenn, hag ar skeud, difinv ha sioul, ema he daoulagad lemm o para warno gant tan ar gasoni hag an droukrans.
Aet eur pennadig, ar Mor-houc’h en eur glask c’hoarzin :
— Petra az peus bet en eur vont e-biou ti Kermeur ?… Me, evit ma lod em eus bet eur pouez a zaou c’hant lur war va diouskoaz, ken na c’houezan eur c’houezenn yen en eur zougen anezan. N’eus nemed ar Gwrac’hidi barrek da ober kemend-all.