Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gwelet a ret gant va c’hig ha va eskern. Mes biskoaz n’em eus gwelet ar spouron o tont d’am heul.

An daou breizer a zantas dizammet o diou skoaz.

— Mes ar Mor-houc’h, emezo, n’ec’h eus ket klevet eun dra bennak tost ama ?

— Ha petra ’ta ?

— …Tre kichen, eme Dagorn… stok ouz an nor… Kasement… Hon daou eomp diredet er-meaz.

— Hag e bet peus gwelet er-meaz ?

— Netra ebet.

— Mouez eul labous o vont e-biou.

— Eur vaouez ’oa, m’ en tou ru, a lavaras Orvoen.

— Ya ! eur vaouez, a gendalc’has Dagorn. He mouez n’eo ket dianavez d’in. Mar ne vefe ket… N’eo ket gwall neat ken, an traou em spered… Mar ne vefe ket ?… N’ec’h eus ket klevet anezi, Orvoen, o kaozeal ouz an hini foll…

— Eus Ludu ’gaozee neuze ?…

— Ya ! mes ma ne vefe ket hi he-unan ?… Eo, eo, hi eo.

Ludu ? eme an daou all.

— Ya, ya ! Ludu, hi eo. Anavezet a ran he mouez.

— Kana a ra evel-se, pa c’hoarvez eur pense bennak.

— Neuze, a lavaras ar Mor-houc’h, n’eo ket fall. O klask an dra-ze emaomp. Eur pense…

— Ya, mes, a eilgerias Dagorn, me garfe memes tra beza pell outi. N’ez eus tra vad da c’hounit ganti.

Tavet oant o-zri.

Eul luc’hedenn a faoutas an denvalijenn hag a sklerijennas an tri zen : ne c’hoarzent mui hag o zremm ’oa drouklivet.

— Da-unan out deuet, ar Mor-houc’h ? Hag ar re all ?

— Va-unan oun deuet. Ar re all a zo gand o micher, e-tal an Dorchen ha war an Arvor-Bili. Ni, ni ’yelo d’an Aod-Wenn. Loarer, eus Lechiagat, a zeuio ganeomp, ha paotred ar Gelvenneg asamez gantan. Hastomp buan ; n’eo ket aman ema hon lec’h. Deomp ’ta ! Ar re all a vezo holl araozomp-ni.

— Tostaït ’ta, ar Mor-houc’h ha te, Orvoen. Eur bannac’hig hini krenv ’barz mont kuit…

— Feiz ! eme ar Mor-houc’h, ne raio ket a zroug. Daou, mar karez. Mes founnus… Dispak, digas, hag ac’hann…