ar merc’hed a zerr prestik dor o zi gand ar spont, hag ar wazed a dro o fenn evit miret da welet an Asaouer[1] o tremen…
Ne oa ket peurachuet e gomzou gant Dagorn, pa voe klevet eur skrijadenn er-maez.
— Labous an Ankou ! eme Orvoen… Diveza kenavo ar verdeidi a dremeno henoz !
— Naren !… n’eo ket labous an Ankou eo… Biskoaz n’em eus krenet ouz e glevet ; ha gand ar skrijadenn-man ’zo aet eur gredienn dre kement ezel ’zo ouzin.
Eur youc’hadenn all a reas d’ezo krena, eur vaouez ’voe klevet tost, o kana :
- Mil malloz ru ! mil malloz ru !…
- Ar mor ’zo doun, an noz ’zo du ;
- Ar mor ’lïes a zo treitour,
- Hag a lonk ’lec’h an enebour
- ’Spenn eur mignon e-kreiz e zour…
- Mil malloz ru !…
- Mil malloz ru ! mil malloz ru !…
— Klevet a rez anezi, Orvoen ?
— Re vat ! Eun derzienn ’red penn-da-benn va c’hein.
— Me ’gav d’in n’eo ket ar wech kenta d’in d’he c’hlevet. Pelec’h ?… Pe vare ?… N’eus ket eur zonj re freaz, mes gouzout a ran…
Ar vouez a gendalc’he :
- Malloz d’eoc’h-hu, malloz d’eoc’h holl !…
- « 'Ruilho glas-gwenn gand ar warren
- Tadou beuzet gand o mibien
- A vo klevet ’kreiz an diroll.
- « Pad ma kano war-bouez he fenn :
- « Malloz d’eoc’h-hu, malloz d’eoc’h holl !… »
- An hini foll.
Orvoen a ziredas d’ar meaz.
Den ebet !… Ar vouez a oa tavet krenn. Er-meaz na c’harme nemed an avel gwalorn.
— Souezus eo, eme Orvoen ; n’oun ket mezo ha va spered ’zo ganen… Klevet em eus freaz, ker gwir ’vel m’emaoun aman ; n’oun ket dall kennebeut ha kaer am eus klask gant va daoulagad, ne welan tra ebet. Boulc’hurun !… mar n’eo ket eun asaouer !…
— Eun asaouer ! eun asaouer !… eme eur vaouez er-meaz e-kreiz en denvalijenn. Ah ! ah ! Pebez burzud ! Biskoaz kemend-all !
Dagorn hag Orvoen a zantas o gwad en em zizounna en o izili.
— Ginaoueien ! a gendalc’has ar memes mouez. Eun asaouer !… Ha preizerien dlefe klevet hano eus kement-se ?
— Ah ! te eo a zigas evel-se ar spouron ganit, ar Mor-houc’h ?
— Ya, ya ! me eo va-unan, eme ar Moc’h-houc’h gand eur vouez raouliet, — war-dro dek ha tri-ugent, emede, — me eo ! Em
- ↑ Asaouer intersigne