Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 183 −

gwezenn ebet warno, e save koulskoude eur c’harm skiltrus, souezus, eur c’harm skrijus. Ar mor, an nenv, an aod, an douarou, pep kev ha pep sklosenn a zave eus o c’hreiz eur c’hlemgann. Oh ! an noz-se a zo freaz aze, a reas Orvoen, en eur skei war e dal… Mes ne oan ket chomet ’vid ar pense : ne oan ket ’vit chom reut a-walc’h war va skasou gand an derzien vras a oa kouezet warnon, hag abaoe n’oun ket bet yac’h.

— Me ne zizonjin biken ! a gendalc’has Dagorn… Gwelet a ran aze, dirak va daoulagad, ar bagou, al listri, ar reier hag… Oh !… An arne a zavas en eun taol-kont, hag a grozas ker buan hag ar gurun. Ar bagou, a oa neuze er-meaz, a zeuas bec’h d’o sturier, me lavar d’it, evid o lakaat da lammet e doare dreist an houlennou hag o derc’hel war hent ar porz. Gwasoc’h c’hoaz !… An noz a daolas war ar mor eun denvalijenn du-sac’h evel henoz, ha ni, — ugent vloaz ’oan neuze, — en em lakaas gant hor labour ! Eun tantad tan a sklerijennas ar wasa sklosenn ; hag ar c’holeou, tan-flamm e beg o c’herniou a yee hag a zeue war an aod, evit dihencha al listri hag o lakaat da vrevi war hor glannou. Ar sturierien a henchas o bagou hag o listri war-du hor sklerijenn treitour, ha p’o doe gwelet o stad, e oa re zivezat !… Ne oant mui reut a-walc’h evit stourm gant gounid ouz ar warren[1], ha, tri dervez goude, e voe kavet, war an Arvor-Bili, Fanch Kermeur, Youen Kouloc’h ha Yann Porodo. Heman, hervez tud desket Pont-’n-Abad n’oa ket bet e gourdadou Breiziz a ouenn ; eus eur vro bell e oant deuet kantvejou ’oa ; eus eur vro domm bennak, du-ze, an tu all d’ar bed… Ne vern !… Kouls hag ar re all e voe kavet, astennet war ar bezin, e zaouarn hag e chod gleiz hanter-zebret d’ezan gant ar c’hranked… Ker gwenn ha ker disliv e oant ha d’an dervez ma oant ganet… Ha kalz re all c’hoaz ’oa chomet ganto da gousket dindan ar memes linser. O bagou evel beskennou ’oa bet gwintet war ar groaiou… An hini a oa er penn d’eomp, ar Zalaun, pa glevas e oa kavet maro Yann Kermeur ha mignoned all d’ezan, a yeas e benn n’ouzon ket penaos. Pegwir ’oa deuet d’ar vered evit gwelet toulla an douar, ha hen da c’houlenn gand an douller : — « Ped ’zo nezo ? » Ha a-vec’h selaouet ar respont, e lakaas an trenchou war e skoaz hag ez ea d’o lemma war ar vreolim.

— Eur penn-skanv, eme Orvoen.

— Biskoaz reier Penmarc’h n’o doa gwelet war o c’horre preizer ker reut, ’c’heller kredi.

— Ma oa tonket…

— Tonket e oa !… Ouspenn ar bagou bruzunet, e teuas eul lestr-veur da zaoubenni war ar ribl. Hep truez, an holl dud, oa bet lazet… Ya ! an holl nemed unan !… Eur vaouez a c’hellas tenna e skasou… An dervez war-lerc’h, houman a gane war ar reier, penfollet. Breman ne weler anezi nemet a vare da vare, evel eul labous arne, kramennet he dremm, ken eo bet leshanvet Ludu gant moused hor glannou. Bepred e ve kavet e-lec’h ez eus eun darvoud da c’hoarvezout, eur c’hlemgann melkonius en he genou pe valloziou en hon andred-ni. Pa glever ema o tostaat,

  1. Ar warren, le courant marin.