Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 182 −

da vare e teu eul luc’hedenn da doulla an denvalijenn-ze, hag e diabarz an ti sklerijennet splann e weler eul laouennidigez euzus o para war dremmou an daou zen.

Eun dalm gurun !… Unan all, sec’h, krenn, ken na zrask frammou an ti ganti ha na gouez eun deolenn eus an dôenn…

Klevet a reer c’hoarzadeg daou zen.

— Dalc’h ’ta !… dalc’h ’ta ! eme Dagorn, ken na darzo ar bed ganit !

Sellet a reont an eil ouz egile, hag o daoulagad, dindan sklerijenn kanvus an ti, a lugern, fromus, tan-limestr enno, evel daoulagad al loened gouez, pa zeu c’houez ar c’hig d’o fronellou gand avel ar gouelec’h.

Sellet a reont an eil ouz egile, mud o zeod, o spered e lec’h all, mes digor-bras o diouskouarn…

Selaou a reont…

Er-meaz an avel gwalarn a yud gant fulor, ken na voud evel eun arne e genou ar siminal, ken na storlok ha na zrask an nor ha na yud he mudurenn…

Eun diroll, evel n’eus ket bet, a groz war ar mor. Tri devez ’zo m’eo marellet an dourioù gant steudennoù hirr a eon. Hervez lavar ar c’hlannidi, tregont vloaz ’zo, — memes ouspenn a gred d’ezo, — n’ez eus ket bet amzer ker rust. Dagorn e-unan, — boazet ouz an holl amzeriou fall hag eo anavezet gantan kement roc’h-chadenn treitour en em led hag en em guz evel aered dindan an dour da vare gourlenn, evit kregi er moraer pa zonjo an nebeuta. — Dagorn e-unan ne c’hell ket miret ouz ar gredienn da heja d’ezan e izili, pa zeu splann en e spered stad ar merdeïdi o vordeï dre an noz tenval, hep steredenn… Mes kerkent eun diaoulek mousc’hoarz skrijus a stenn d’ezan kigennou e javedou.

— Gwell a ze ! emezan, gwell a ze !… Ken a ze !… N’eo ket gwir, Orvoen ?…

Orvoen, an hini yaouank, a stouas e benn, evit rei da entent e lavare evel e genseurt.

Eun dalm gurun all, spontus, evel drailh ’barz an Nenv, ken na grenas an ti beteg an dounderiou, a dennas Dagorn hag Orvoen eus o frederennou.

— N’ec’h eus ket sonj, Orvoen ?… Dek vloaz ’zo breman pe war-dro. Eun diroll spontus war ar mor. Pas kement hag an nozveziou-man ; nann, n’eo ket lâret… Mes n’eus forz. Ne chome ket gwall-reiz ar mor, pegwir eun den koz pevar-ugent vloaz a lavare n’en doa gwelet a-hed e hirr-vuhez eur seurt amzer fall. An houlennou e-kreiz an deiz oa deuet da veza liou an denvalijenn warno gand ar c’houmoul pounner hag izel kouezet war o c’horre. Hag an avel a c’houeze ’ta !… N’ ec’h eus ket sonj, ’m eus aon ?…

— Eo, Dagorn, koun mat am eus ’vel pa vije an noz diveza. An avel put a c’houeze, hag ar mor a c’harme ! An tornaot a stake kurunou en e geviou, hag eus al lanneier doun ha gouez,