Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Mes, pa zavas an heol e uhelderiou an oabl, e kleved e straejou kear Penmarc’h eur reuz hep e bar. Tud, kalz tud en em vode en-dro d’eur vandenn verc’hed a oa-i aet da zevi bezin d’aod, hag a oa diredet d’ar gear, spontet. Ar merc’hed-ze a gomze diboell. Selaouet int gand eur souez bras meurbet : lavaret a reont ez eus war eur roc’h eul lestr, gwintet d’an nec’h, e diaraog digor hag e weler skrivet warnan : Penmarc’h-Veur.

Penmarc’h-Veur, ar gwella lestr bet graet e Breiz-Izel !… Penmarc’h-Veur, aet eus ar porz eiz deiz oa - nemet Bretoned ennan - lintrus evel an heol ha glas evel ar mor, ha deuet aze rag ar porz da vervel, da veza bruzunet gand ar re a oa bet, meur a hini anezo, oc’h ober anezan.

Ar merc’hed a gaozee, a gaozee spontet, hag a lake ar spont e kalon ar re a oa o selaou.

Kavet ’oa bet Fanch Kermeur, eun niz da Yann Kermeur, an hini beuzet dek vloaz a-raok, ha gantan Beuzec, Kernus, Poullmac’h ha Drezen, tad Daelen, o-fevar eus Pont-’n-Abad, ha kant all c’hoaz eus ar vro !…

An holl a zirede d’ar c’helou gand aon ha gant spont, evit gouzout petra ’oa deuet da veza eur mab, eun tad, eun niz a oa war al lestr veur…

Daelen, ker koant en he femp bloaz war-nugent, an anken en he c’halon, a dostaas evel ar re all, aon ganti goulenn, aon ganti gouzout…

Eun trouz bras a zavas eus mesk an dud…

Eun den a zeu gant lez an hent, sko ouz an tiez, founnus, founnus evel eun diod. Kouezet eo e benn gantan war e vruched hag e gorf holl ’zo stouet. Kerzout a ra evel eul loen glazet gant gouli ar maro hag a zell ouz al lec’h m’ema o vont da goueza, difinv, diwadet, astennet evid atao.

Daelen a ra he c’halon eul lamm en he c’hreiz ouz e welet ; sell Daelen ha sell an den a bar an eil war egile… Daelen a zav he diouvrec’h d’an nec’h, hag eun hano a glask pignat eus toull he gouzoug.

Mes daoulagad an den-ze a zeve gant tan ar gasoni.

Hep eur zell muioc’h ; hep eur ger, Dagorn a ya e-biou evel eun tenn. Ha den ne lavar ger d’ezan, ha den ne yud war e lerc’h : « Muntrer ! » ha den ne stlap mein gantan, treveliet holl o spered ha peur-spontet o gwad.

Intanvezed Penmarc’h, aet da welet douari o gwazed, n’helljont ket mont d’o heul d’an iliz. Leun-tenn eo an iliz eus ar spled beteg an nor-dal. En em waska e reont e toull an nor o klask mont e-barz ; yudal a reont evel loened gouez.

Neuze, en em taol-kont, spontus, herrus ’vel eur vengleuz o straka, eus mesk an intanvezed e sav eur c’hoarzadenn skiltr : eürus, laouen evid eur wech, Ludu a strak he daouarn hag en em lak da gana.

Dagorn, ar Mor-houc’h hag an holl forbaned all, den ebet ne welas al liou anezo goude-ze. Gand an amzer e teuas eur c’hevrin[1] d’en em leda warno. Mes hirio c’hoaz ar c’hlannidi a zeu sonj d’ezo diouto, pa welont e-kreiz eur c’houmoul-arne o para skedus daoulagad difinv ar morskouled.

Jacques RIOU

  1. Kevrin, mystère.