Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

skuizh ha dinerzhet, hag em boa ezhomm repoziñ.

— Hennezh n’oa ket neuze ur medisin mat.

— Hennezh, mamm, a zo ur medisin bras.

— Ar vedisined vras, va merc’h, ne sellont ket spis ouzh kleñvedoù ar re baour.

— Kement-se, mamm, pa lavaran deoc’h n’on ket klañv, hag ar medisin…

Anna a chomas berr war he c’homzoù gant ar paz o washaat.

Ar goañv a oa tremenet hag an nevez-amzer a vleunias el liorzhoù en-dro da Gerunkun. Yec’hed ar verc’h ne wellae ket.

Anna Tregidi ne oa ket evit labourat na zoken skoazellañ he mamm war-dro an ti. Un deiz, p’oa aet da walc’hiñ er vengleuz vras, e-kreiz ledañ he dilhad kannet, e voe savet ar gwad en he fenn hag e kouezhas war ar c’hlazenn, semplet.

Hogen ne blije ket dezhi chom en ti penn-ouzh-penn gant he mamm. Ober a rae baleadennoù el liorzhoù. Buan avat en em gave skuizh, hag ec’h azeze en ur c’horn bennak war al leton e diavaez an holl zarempredoù. Berc’hed, o treuziñ al liorzh, a zegouezhas dezhi, un deiz, gwelout anezhi o ouelañ.


Anna a chomas war he gwele.

Ur voereb deut d’he gwelout a lavaras da Verc’hed :

— Pec’hed eo chom hep mont da glask ar medisin.

Berc’hed Tregidi a santas neuze ur samm war he c’houstiañs.

Antronoz, goude he darempredoù mintin war-dro an ti, Berc’hed, diboaniet eus he remm, a wiskas he