Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Berc’hed Tregidi a oa azezet dirak hec’h oaled. Serret e oa he daoulagad ha kroaziet he daouarn war he barlenn. He muzelloù a fiñve. Abaoe ur sizhun ne c’helle mui Berc’hed penndaoulinañ evit he fedennoù noz.

Devezhioù goude, e tegouezhas Anna Tregidi er gêr. Gwall-livet e oa, ha kastizet ma oa un druez he gwelout, hag ur paz divalav he c’hrigne hep ehan, ma rae droug he c’hlevout.

— ’M eus aon oc’h gwall-glañv, a lavaras dezhi he mamm. Penaos n’hoc’h eus ket soñjet dont abretoc’h d’ar gêr ?

— N’on ket klañv, a responte Anna, nemet skuizh marteze.

— N’oc’h ket klañv ? Siwazh ! N’it ket da lavarout an dra-se, va merc’hig paour ! Kollet eo ho liv hag ho korf a zo aet da relegenn ! Hag ouzhpenn ne rit nemet pasaat.

— Ar paz a dremeno, mamm.

— N’em eus ket fiziañs.

— Pa lavaran deoc’h n’on ket klañv ha ne santan droug ebet.

— Sur oc’h dalc’het en un tu bennak en ho korf.

— Arsa, mamm.

Berc’hed Tregidi, dirak imor fall he merc’h pa veze komzet dezhi eus kleñvedoù, a dave hag a waske war he glac’har.

Devezhioù, sizhunvezhioù a dremenas… Anna a yae bemdez war semplaat.

Ar vamm a alie he merc’h.

— Ret e vefe mont da welout ar medisin, Anna.

— Bet on ouzh e welout e Pariz.

— Ha petra en deus lavaret deoc’h ?

— Lavaret en deus din ne oan ket klañv, nemet