Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Va merc’hig, c’hwi oar kenkoulz ha me. Livirit dezhi dont d’ar gêr diouzhtu. Petra vo lakaet dezhi c’hoazh, peogwir en em gavo dizale en-dro ?… Eo, un dra ouzhpenn. C’hwi oar moarvat pegement e koust an tren ?…

Hep gortoz ar respont an intañvez a savas eus taol en ur gammañ hag en ur glemm gant ar remm, hag a zigoras hec’h armel. Lakaat a reas un nebeut bilhedoù el lizher.

— Emichañs ne gousto ket muioc’h, emezi war he fouez.


Skrivet e oa al lizher. Ar plac’h yaouank hag he breurig o doa kemeret en-dro hent Pennavern. An noz a oa teñval hag en hent don a ziskenn betek ar mengleuzioù ne wele ket unan ur berad. Ne c’hoarzhent mui evel p’edont o tont da Gerunkun. Nizez Verc’hed a oa bet doaniet gant ar c’heloù fall. Kerzhout a rae, aonik ha dilavar, he dorn krog e dorn he breur. D’an disterañ trouz tost dezhi, en hent pe war ar c’hleuz gant ar boutadoù avel, e rae ul lamm he c’halon hag e krene evel ma kleve sinadoù… En draonienn, ur sklerijennig a zaskrene war dour morlivet ar vengleuz vras gant al loar o parañ etre div goumoulenn. Ur vilzig a nijas diouzh an halegoù gant ur c’hwitelladenn skiltr, hag a bignas er c’hoad ! He skeud a dremenas war an dour sklerijennet.

— Greomp tro ! a lavaras ar c’hoar.

Ha kentoc’h eget tremen e-biou d’ar vengleuz vras evit kemer ar wenodenn e prad ar stivell, e kavas gwelloc’h ober un dro bell dre waremmeier Penn-an-Aod.