Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Gwell a se !… gwell a se !… ha chañs dezhañ da chom atav yac’h… Kemend-all a dud klañv a zo war an douar !

— D’an nebeutañ, moereb, c’hwi n’oc’h ket gwall-glañv hag ho pistigoù hag ho remm a dremeno pa dremeno ar goañv.

— Emichañs e tremenint pa zeuio an amzer gaer ? Nemet Anna an hini eo a zo kouezhet klañv !…

— A !

— Ya, Anna a zo klañv, ha marteze gwall-glañv. Ul lizher am eus bet, daou zevezh zo, digant ur vignonez dezhi evit degas din ar c’heloù. C’hoant am boa skrivañ da Anna diouzhtu ha lavarout dezhi dont d’ar gêr, nemet, dalc’het gant ar remm, ne oan ket evit mont d’ho kavout da Bennavern. Eürusamant, en abardaez-mañ on diskennet betek ar vengleuz vras hag on degouezhet gant ho mamm a oa eno o kannañ. Lavarout a ris dezhi em boa ezhomm skrivañ ul lizher. Diaes avat e kaven reiñ da c’houzout d’ar c’hannerezed all da biv ha da belec’h.

— Anna an hini a zo klañv !… a lavaras an nizez.

— Siwazh !

— Anna, va brasañ kamaladez !

— O ! ya, Anna a oa ur verc’h vat ! Hag he doa ur galon ken tener !

— Gwall-glañv eo, moereb ?

— Ne oar ket unan. Ne oa ket displeget war al lizher. Aon am eus evelato… Kemend-all a gleñvedoù a zo en amzer hiziv er c’hêrioù bras ! Hag hi aet eus ar gêr, un nebeut bloavezhioù zo, ken yac’h ha ken livrin !

E-pad m’edo e c’hoar o skrivañ al lizher, Jobig a domme e dreid hag a floure gant palv e zorn blevenn ar c’hazh louet moredet war an oaled klouar.

— Petra vo lakaet dezhi, moereb ?