Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gwelout an tan o vervel goustad war an oaled. N’edo ket he soñj e Kerunkun ; en he merc’h Anna ne lavaran ket.

Yaouankizoù o doa c’hoarzhet er-maez. Berc’hed a roas buan un taol skub d’an oaled hag a savas.

— Deuit tre ! emezi, pa glevas e voe skoet war werenn ar prenestr.

An nor a droas gant storlok war he mudurun goad. Ur paotrig hag ur plac’h yaouank a zeuas e-barzh an ti.

— Noz vat, moereb ! emezo, laouen.

— Noz vat ! Ne oan ket ouzh ho kortoz henozh, gant ur seurt amzer fall.

— O, moereb, eme an nizez, yac’h omp dre c’hras Doue, hag an amzer fall ne ra ket aon dimp. Ken buan avat, ne vijemp ket deut, pe gentoc’h, n’hor bije ket gallet dont. Uheloc’hik, du-se, e red an dour en hent evel ur stêr. Ret eo bet dimp dont a-dreuz prad ar stivell, hag eno Jobig a zo bet darbet dezhañ bezañ sebeliet el lagenn.

Jobig a c’hoarzhas.

— Betek va c’hof-kar, moereb, on aet e-kreiz ar flibouz.

— Paour-kaezh Jobig ! Diwall da gouezhañ klañv en ur bakañ yenijenn gant an amzer galet-se.

— Eurüsamant Jobig a zo kalet ivez ouzh ar c’hleñved, eme e c’hoar. Nemet furoc’h e vefe dezhañ, memes tra, diwiskañ e loeroù ha tommañ e dreid ouzh an tan.

— Un tan dister, va bugaligoù. Me a zo o vont da adc’hwezhañ anezhañ ha d’ober un tantad gant treujennoù lann.

— Ne dalvez ket ar buan, moereb, Jobig a dommo brav-tre e dreid hag a sec’ho e loeroù ouzh mein klouar an oaled. Gouzout a rit, Jobig n’eo ket kizidik.