Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

dilhad-sul. Anna, otivorediñ, a sellas dre werzhidoù he gwele.

— Da belec’h ez it hiziv, mamm ?

— Da Gastellin, Anna.

— Da Gastellin ?

— Da glask ar medisin.

— O ! n’it ket, mamm. N’it ket ! N’it ket !… Me bareo… Ne fell ket din kaout medisin war va zro. Me a bareo, mamm. N’it ket !…

— Ar medisin, Anna, a zegaso ar pare buanoc’h.

— Mamm !… Mamm !…

Berc’hed ne sentas ket ouzh he merc’h.

War he gwele, Anna a zifronke.


Estrenvanet ha laouen e oa kalon Berc’hed Tregidi en ur vont da Gastellin. Biskoazh moarvat n’he doa gwelet ken kaer an heol o parañ war letonenn an hent, hag e kave e oa ar wech kentañ dezhi klevout al laboused o kanañ. Dirak koad al Luzeg e chomas ur pennadig da gomz gant ar miliner diwar-benn an amzer glouar hag ar mintin glas…


Ne oa ket aet c’hoazh he mamm betek Sant Kouli ma savas Anna diwar he gwele. Gwiskañ a reas ivez he dilhad-sul, hag e tiskennas dre an hent don a gas d’ar vengleuz vras.


Ur mintinvezh, e savas ur c’horf war c’horre an dour, er penn pellañ eus ar vengleuz vras. Ar mouilc’hi a c’hwitelle, e-kichen, er bodennoù haleg, ha falc’herien a dregerne o youc’hadennoù e foenneg ar stivell.