Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/96

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
95
UN AFER FALL

Gwelomp penaos en em dennas an hini kentañ gant e dro.

Lom a oa degouezhet e-tal Kiouidig. Mes Kiouidig a oa en tu all d’ar stêr. Lom a reas an herrañ ma c’hellas !

— « Oc’ho ! Oc’ho ! »

Klevet e oa bet. Ar mevel bihan a zeuas da gerc’hat anezhañ. Lom a lakaas e dreid er vag. Krenañ a reas e zivesker dindanañ. Perak ? A ! paour kaezh Lom ! Soñjal a rae : « Biken ne c’hellin dont a-benn da heñchañ ar vag pounner-mañ ; nann biken. »

Ha Lom a zigalonekae adarre. Mes soñjal a reas ivez kerkent, en doa lavaret Job dezhañ : Lom, arabat digalonekaat ! Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan :

— « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? »

— « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

— « Degas amañ ar roeñv, ma welin, neuze ! » eme Lom.

Ar mousig a roas dezhañ ar roeñv.

Ha Lom da bolevat ha da bolevat start. Ar vag, avat, e-lec’h mont war-eeun d’an tu all, a droas he fri war-du Kastellin.

— « Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !… Hola !… ne