chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »
— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! »
— « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… »
Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.
Hag ar mevel bihan a c’hoarzhe muioc’h c’hoazh.
Hag ar vag a rede buan d’an traoñ.
Lom a oa ur c’hwezenn gaer war e dal…
— « Degas amañ ar roeñv ! » eme ar mousig, « rak re bell eo aet ar vag ha poent eo din mont da reiñ kerc’h d’ar c’hezeg. »
Lom a roas dezhañ ar roeñv a galon vat.
— « Ar Job-se n’eo nemet ur genaoueg, » emezañ.
— « Job ? » a c’houlennas an treizhour bihan.
— « Ya ! ya ! ur Job all ; n’eo ket te an hini eo. »
Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.
— « Ya, ur genaoueg eus ar re vrasañ, » a soñje Lom. « Mar kav dezhañ emaon o vont da furchal goueled ar stêr war ur vag ken dañjerus ! Mes gwelout a rin bremaik penaos en em denno eñ e-unan gant e hini. »
— « Dal ! paotrig, daou wenneg nevez-flamm. »
Lom a chomas ur pennadig a-sav war ribl ar stêr, hep fiñval, hep lavarout ur gomz, ha troet e zaoulagad war-du Kiouidig. Gwelout a rae mestr an ti o vont hag o tont er porzh hag e-tal ar bernioù plouz.