souezhet o klevout un deiz bennak : Lom Lanurgad a zo bet beuzet en ur varrikennad sistr. »
— « Ha ! ha ! ha !… »
— « Peoc’h ’ta, Lom ! »
— « Arsa, Job, c’hwi eo an hini a laka ac’hanon da c’hoarzhin kemend-all. Rak un dra imposubl d’ur Brezhon emaoc’h o klask reiñ din da grediñ : me a evfe da gentañ ar varrikennad sistr, hag en ur varrikenn c’houllo n’eo ket unan evit en em veuziñ. N’eo ket gwir ? »
— « Gwir eo ; an dra-mañ, avat a zo farserezh ha traoù siriusoc’h a zo da gontañ, hein ? Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? »
— « O ! un tamm mat, ’vat. »
— « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »
« Ma n’ouzoc’h ket, me a zo o vont da lavarout deoc’h : al labour-mañ a dalvez un testamant. »
— « Testamant ar voereb ? »
— « Ya, testamant hor moereb, an testamant penn-da-benn betek ar gwenneg diwezhañ, klevout a rit ? »
— « Mes Mari ?… »
— « Bezit dinec’h ! Lom, me a lakaio ar voereb kozh d’ober warc’hoazh he zestamant evidomp, evit ar servij rentet dezhi ganeomp. »
— « E Lotei, Job, ha dreist-holl, e Karreg-al-Louarn, ne vez ket graet testamantoù. »
— « Mat ! graet e vo, Lom. »
— « Hag ar gerent, Job ? »