laouen bras an tamm anezho en ur guitaat Lanurgad. Kemeret o doa an hent a zegas d’an draonienn.
— « Kontant oc’h, Lom ? » a c’houlennas Job.
— « Sur on kontant, Job, peogwir ez a mat-kenañ an traoù. »
— « Gwelout a rit, arabat koll fiziañs, evel ma tegouezhas ganeoc’h, an deiz all. Kredit hardi, ni a zeuio a-benn eus hon taol ! »
Ret eo din lavarout deoc’h, Job ha Lom, hervez m’o doa prometet, a oa o vont da c’houlenn ar bagoù, ar c’herdin hag ar bizhier-krog evit klask e goueled ar stêr Aon korf Herri — Doue r’e bardono ! — beuzet un nebeut devezhioù ’oa.
— « Ar voereb a baeo ac’hanomp ker, » a lavaras Job ; « rak n’eus nemedomp o soursial outi, n’eus nemedomp o frealziñ anezhi, n’eus nemedomp o vont da glask bagoù, n’eus nemedomp oc’h ober tout an traoù… »
— « Ha ! ha ! ha ! » a reas Lom.
— « Peoc’h ! Lom, gant aon e vefe tud er park, aze. N’eo ket da sistra emaomp o vont hiziv, ho ! nemet da c’houlenn bagoù evit klask korf hon eontr beuzet. »
— « Siwazh dezhañ ! »
— « Gwir, Lom, siwazh dezhañ ! Mes n’hon eus ket amzer da glemm. Pep hini en deus e blanedenn war an douar-mañ. Ha ni, marteze… »
— « Oc’ho ! emichañs n’emaoc’h ket o vont da souhetiñ din ur marv ken trist-se ?… »
— « Perak ne rin ket ? Lom. Ne vefen ket