Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/82

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
81
AR SPONT A REN

Ur vaouez all he doa gwelet Satanaz, en e sav e beg ur wezenn ; ruz e oa penn-kil-ha-troad.

E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.

Ar merc’hed a wel ur bern traoù, m’hel lavar deoc’h ; hag, ar bravañ, ar paotred a gred anezho, ger evit ger. Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri c’hant mil dra he doa klevet Katell.

Hag e redent, hag e redent, ar baotred a-raok, hag ar merc’hed a-dreñv, evel-just.

— « Bremaik e welimp Satanaz. »

— « Bremaik e welimp un ti satanazet. »

— « Daoust petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »

— « Me ’bari emañ merk dorn Satanaz war an nor, evel merk un houarn ruz. »

— « Ha merkoù e dreid war al leur-di. »

— « Marteze eo devet an ti ? »

— « Mari gozh a vo aet gant Satanaz ! »

— « Brrr !… »

Hag e redent…

— « Marteze e vo satanazet ivez Troboa, Kervetouz, Penn-aod, Pennavern hag ar c’hêrioù all ! »

— « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! »