Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/83

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
82
AN TI SATANAZET

Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.

Degouezhet e oant betek liorzhoù Karreg-al-Louarn. Neuze e chomas ar baotred war ar plas.

— « Piv a yelo a-raok ? » Den ne astenne e fri.

Mont a rejont betek an ti, asambles, goustad.

Tok ! tok !

Den ne respontas.

Mont a rejont en diabarzh.

Ne oa merk houarn ruz ebet war an nor, na merk treid Satanaz war al leur-di ; ne oa ket devet an ti, na duet zoken ar mogerioù anezhañ. Mes ar voereb Mari ne responte ket.

Kavout a rejont anezhi en he gwele, kousket mat. Kousket mat gant ar skuizhder, emichañs.

— « Petra ’c’hoarvez ? » emezi.

— « Ha bev oc’h c’hoazh ? »

— « Ya, bev on c’hoazh. Evit lavarout deoc’h ar wirionez, n’ouzon ket penaos, rak darbet eo bet din mervel henozh gant ar reuz a zo bet. »

— « Livirit deomp, Mari, piv ha petra en deus graet ar reuz spontus-se, en noz-mañ, e Karreg-al-Louarn ? »

— « N’ouzon ket… n’ouzon ket… va zudoù kaezh !… Ma n’eo ket an diaoul e-unan ? »

Dao ! Satanaz an hini e oa ! Satanazet e oa an ti.

Mes unan eus ar baotred deredet di, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, bet marichal gwechall e bourk Landremel, ne gredas ket e oa Satanaz. Mousc’hoarzhin a reas. Edo o vont da lavarout