Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/81

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
80
AN TI SATANAZET

Vouezh, Lan ar C’hariou, eus Troboa, Jakez Riou, eus Pennavern, Herveig Mazeaz, eus Kervetouz hag ur bern paotred all. Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioù, a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker. Kredet en dije unan e oa aet sot an dud, e Lotei, hag o doa aon chom er gêr. Koulskoude, ne oa ket aet sot an dud e Lotei. Paotred Lotei a zo tud fin, ma ’z eus war an douar. Mes, an deiz-se, moarvat, e oant spontet-holl, hag, ouzhpenn, e oant bet piket gant mikrob ar c’hoant-gouzout. Rak, a-boan ma oa paret an heol, an deiz-se, war barrez Lotei, ma lavare an eil d’egile er c’horn-se eus ar vro, e oa satanazet ti Karreg-al-Louarn.

Hag an dra-se a oa gwir, gwiroc’h eget gwir, rak klevet e oa bet, e-pad an noz, youc’hadennoù mantrus, spontus, ha den ebet war an douar ne c’halle youc’hal en doare-se. Ur vaouez zoken he doa klevet da hanternoz, eeun-hag-eeun, ur vouezh o hopal :

— « Me eo Satanaz ! Satanaz an diaoul mut ! »

An taol-se, ne oa ket mut. Pell ac’hano !