Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/71

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
70
AN TI SATANAZET

— « Eo ? Savit ’ta, neuze. Aes a-walc’h eo gouzout ne gavot morse da fortuniañ. Biskoazh ur c’housker n’eo bet ul labourer. »

Lom a reas un abadenn grozal :

— « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

— « Labourat bemnoz ? a lavaran-me », a respontas dezhañ, krenn ha kras, e c’hoar goshañ. « Pelec’h oc’h bet en noz-mañ ? »

— « Em gwele, evel ar re all, emichañs. »

— « Allo ! allo ! a-walc’h a c’hevier ! En noz-mañ me a zo bet en ho kambr ha ne oa den ebet e-barzh ar gwele. »

— « Da bet eur ? »

— « Da nav eur, da zek eur, da unnek eur ha da hanternoz. »

— « Sur ne oa den ebet e-barzh d’an eur-se, peogwir on deut da gousket da hanternoz hanter. »

— « Da hanternoz hanter ! a laran-me. D’un eur on bet o welout, ha da ziv eur ivez, ha c’hwi a oa pell d’ar mare-se. »

— « Ho ! pell ne oan ket peogwir edon e Kervetouz. »

— « O c’hoari kartoù ? »

— « O c’hoari kartoù, ha c’hoazh em eus gounezet ur skoed hag ur gwenneg. »

— « Ha kollet evit daou skoed yec’hed ! Job a oa ivez ganeoc’h ? »